Azeuladur impalaerel en Henroma

Skeudenn en ul levr istor evit ar yaouankiz, ar Young Folks' History of Rome, 1880.

An azeuladur impalaerel en Henroma a oa un doare da gustumiñ annezidi an impalaeriezh, disheñvel ma oant dre o yezhoù, kredennoù, da zoujañ da Impalaeriezh Roma dre an impalaer lakaet e renk an doueed. Lidoù a veze en e enor, aberzhoù, banvezioù, abadennoù a bep seurt. Kement-se a voe aozet dindan an impalaer Aogustus ha skignet e pevar c'horn an Impalaeriezh.

An templ anvet maison carrée e Nîmes
Templ d'an impalaer Augustus e Vienne

E Galia e voe savet temploù e-leizh da azeuliñ an impalaer, evel e Nîmes, en ti zo hiriv ar Maison Carrée, e Vienne, ha lec'hioù all.

An impalaer a oa ivez beleg meur, ha gant-se en devoa ur perzh sakr. Tud zo ivez, hervez kredennoù ar bobl, evel Scipio, Marius ha Sulla, o devoa perzhioù doueel. Caesar a ziorroas ar vojenn e oa diwar ouenn an doueez Venus hag Aeneas.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search